Kaout ac'henomp...
Liorzh louzawouriezh ar menezioù du lec’hiet e kreisteiz Menez Are, e-harz ar Menezioù Du emañ e-kreiz un tric’horn : Karaez (29), Gourin (56), Kastell-Nevez ar Faou (29).
Evit mont du-se merket eo war an hentoù eus Speied pe eus Kastell Trevarez.
Lec’hiet eo al liorzh war hent Roudoualleg, 2 km diouzh bourk Speied, goude Chapel ar C’hrann, savadur gant gwerinier eus ar 16 vet kantved, goude Feunteun Sant Alan e vo neuze dizoloet ganeoc’h kavell liozh Louzawouriezh are menezioù du.
GPS (Lat x Long) : 48.176210000, -3.726785000
Prizioù.
Magerez toet : digor d’an holl.
Mont e-barzh el liorzh : 5€ dre hinienn. Dindan 15 vloaz : evit netra
Gweladenniñ a-stroll : dre emgavioù. Priz en ur goulenn.
Gwenojennoù savet evit ar re nammet.
Chas degemeret ma ‘z int staget.
Pep hini emezelet ouzh ar gevredigezh (10€ ar bloaz) a c’hell gweladenniñ al liorzh, pa vez digor, a-hed ar bloaz.